Monolok – Metamorfoz

Petra peus c’hoant e kontfen dit ?
Ar Sinaiz eo zo mistri war an traoù…
Dav dezho sevel o stankelloù war ar stêr.
Ha beredoù zo a zo a-re.

Petra peus c’hoant e kontfen dit ?
N’hall ket an douar degemer an holl.
Me laro dit eo an Natur eo a zo kaoz.

Reveulzi
An douar a grenn
Dour-puilh
Neuiñ pe veuziñ
Finvezhioù diwezhañ Mab-Den
E relegoù dislonket gant ar parfinfont

Petra peus c’hoant e kontfen dit ?
Me laro dit eo an Natur eo zo kaoz
Ha n’eo ket an dud eo…
Moarvat e vo tu da bardoniñ dezhi.

N’hall ket an douar degemer an holl ?

Petra zo kaoz e vije strizh
an diabarzh zo dindan ma zreid
pa vez ken bras an diavaez
hag an oabl sklaer a-us d’am fenn ?
Petra zo kaoz vije termennet
ur veaj a zo o paouez kregiñ ?

Un toull en douar vo feurmet deoc‘h :
ne voc’h ket direnket di…

Petra peus c’hoant e kontfen dit ?
N’eus lec’h ebet evit repoziñ
nemet en douar e reveulzi.
E peseurt lec’h e lakan anezhi,
ma boestadig leun a relegoù ?
Er wenojenn am eus karet
hag adtreset gant ma zreid ?
En douar blot ha klouar
‘lec’h on ganet hep goût din ?
Er vro dianav ha trefuus,
a zo c’hoazh damc’hoanteet ganin ?
Petra peus c’hoant e kontfen dit ?
Hañ ?

Laisser un commentaire