Gwerz Leskof

Evit Clet doc’h Leskof

Ma mije un tamm paperenn

O me lakje, ya, du war wenn

Ur reketañs berr ha plaen

Ma c’houlennin diganeoc’h

Da glevet sklaer ma fedenn

Pa welin ac’hanoc’h

Daou vloaz ‘zo em moa rankontret

An ‘ni ‘rafen ‘walc’h e boltred

Un den jentil ha sichant

A blije dezhañ kanañ

Ouzhpenn d’an interamant

Sonioù eus ar c’haerañ

Un deiz ‘voe da bardon sant Reun

Hon noa bet tro ken, aes hag eeun,

Da ganañ ha diskanañ

‘Sambles dindan ar glav bras

Gwarezet da vihanañ

Em oto er park glas

Deus ar mare dudius-se

Hon noa dalc’het soñj marteze

Bez ouiemp hon nije c’hoazh

Digarez d’en em welet

Un deiz ‘vije deut warc’hoazh

‘Pije ma resevet

Clet doc’h Leskof, me c’houll ganeoc’h

Reiñ din da glevet ho yezh deoc’h

Ma c’hallin goût an doare

Da vont e brezhoneg brav

Ma langaj din, me ‘oar-me,

‘Zo faltazi atav

O ma skouarn me a lemmo

E pleg anezhi me a glevo

Ho kerioù splann alaouret

Mo anve’et gant plijadur

Ha pa mo deoc’h respontet

Ma kompren ‘reoc’h sur

Re bar d’ur pintig e kanit

Bemdez gant ho ton e talc’hit

Me garfe bez’ an eostig

A respont d’ho mouezh lirzhin

Me zesko tamm ha tammig

Diskan’ par ma c’hallin